Ha glevas-te, ha glevaz-te
Pez a lavaraz den Doue
D’ar roue Gradlon enn Is be ?
— « Arabad es en embarat !
Arabad es arabadiat !
Goude levenez, Kalonad !
« Neb e beg e kig ar pesked,
Gand ar pesked a vo peget,
Ha neb a lonk a vo lonket.
« Ha neb a er, ha gwin a vesk,
A evo dour evel eur pesk ;
Ha neb na oar a gavo desk. »
Ar roue Gradlon a venne :
— Koanourien da, da eo gan
Monet da gouski eur banne.
— Da gouski afec’h antronoz,
Manet-hu-gan-e-omp-ni fenoz :
Hagen pa vennit-hu, bennoz. ! —
Serc’heg a gomze war ma oue
Plourik-flour ouz merc’h ar roue :
— Klouar Dahut, nag ann alc’houe ?
— Ann alc’houe a vezo tennet ;
Ar puns a vezo dibrennet :
Pez a ioulit-hu ra vo gret ! —
Hag ana neb en defe gwelet
Ar roue koz war he gousked,
Mourbed vije bet souezet,
Souezet gand lie bail moug,
Kag he vleo gwenn-kann war he choug
He alc’houe aour ekerc’h'n he c’houg.
Neb a vije bet er c’heden.
En defe gwelet ar verc’h wenn
Goustad o vont tre, diarc’hen.
Tostat re oud he zad roue,
Ha war he daoulin’n em stoue,
Ha ribla re sug hag alc’houe.
Ato e hun, e hun ann ner.
Ken a glevet hed al laouer :
— Laosket ar puns ! beuzet ar ger ! —
— Otrou roue, sar diallen !
Ha war da varc’h ! ha kuit a-grenn !
Ma’r war redek dreist he lenu ! —
Bezet milliget ar verc’h wenn
A zialc’houezaz, goude koen,
Gore puas Keris, mor termen !
— Koadour, Koadour, lavar d’i-me
Marc’h gouez, Gradlou a welaz-te
O vout e-biou gand ar zaon-me ?
— Marc’h Gradlon dru-ma na weliz
Nemed enn noz du ho gleviz
Trip, trep, trip, trep, trip, trep ; tan-tis
— Gwelaz-te morverch, pesketour,
O kriba he bleo melen-aour
Dre ann heol splann, e ribl ann dour ?
— Gwelout a riz ar morverc’h Avenn ;
M’he c’hieviz o kanazoken :
Alempanuz tonn ha konaouen.
Ann aour ieoten a zo falc’het ;
Brumenni raktal en deuz gret.
— Argad ! —
— Brumenni ra, a lavare
Ann ozac’h-meur, euz lein Are ;
— Argad ! —
Brumenni, teir zun zo, tenval
Ken tenval, war zuiou bro-C’hall,
Ken n’hallann gwelet e nep kis
Ma mab o tonet war he giz.
Marc’hadour mad, o vale bro,
Klevaz-te roud ma mab Karo ?
— Boud awalc’h, tad koz ann Are :
Daoust peaoz eo, ha pe zoare ?
— Den a skiant, den a galon ;
Eet gand ar c’hirri da Roazon ;
Eet da Roazon gand ar c’hirri,
Tennerien out-ho tri-ha-tri ;
Drouk-kinnig Breiz gant-ho, hehei
Hag hen rannet ’tre peb hiai,
— Mar d-eo ho map ar c’hinnigor,
He c’hortoz a reot enn-aner :
Pa eet da boeza ann arc’hant,
Fallout a eure tri war gant ;
Ken a Lavaraz ar merer ;
— Da benn, gwaz, a rai ann arfer.
Ha peg enn he glenv en deuz gret,
Ha penn ho map en deuz troc’het.
Hag enn he vleo en deuz kroget,
Hag er skudel neuz hen tolet.
Ann ozac’h koz dal’ m’he glevas,
Tost a oa d’ean ken na zemplaz ;
War ar garreg a gouezaz krenn,
Kuzet he zremm gand he vleo gwenn :
He benn enn dorn, o lenva maour :
— Karo, va mab, va mabik paour ! —
Ann ozac’h-meur o vont enn hent,
Gant han war he lerc’k he gerent ;
Ann ozac’h-meur o vont e-biou
E-biou ker-veur Neumenoiou.
— Leveret-hu d’in penn-treizer
Hag hen ma ann otrou er ger.
— Pe ma hen, pe lien ne ma ket.
Doue r’hen dalc’ho e iec’hed !
Oa ket peurlavaret he c’her,
P’oa digouet ann otrou er ger ;
Digouet er ger euz a hersal,
He chaz brax a-rog o fragal ;
Enn he zorn he warek gant-ha,
Hag eur penn-moc’h gwez war he skoa,
Ila fresk-beo ar goad o redek
War he zorn gwenn, demeuz he wek.
— Mad-d’hoch ! mad-dhoch ! meneziz da ;
Ha d’hoc’h, ozac’h-meur, da genta.
Petra zo c’hoarvet a neve ?
Petra gen-hoc’h digan-e-me ?
— Deut omp da c’hout hag hen’z euz reiz
Doue enn nenv ha tiern e Breiz.
— Doue’z euz enn nenv, a gredann,
Ha tiern e Breiz, ma her gellann,
— Ann neb a venu, hennez a c’hall ;
Ann neb a c’hall a gas ar Gall,
A gas ar Gall, a harp he vro,
Hag evit hi ter ha tero !
Kerkouls evit beo ha maro.
Evid on ha va mab Karo,
Va mabik Karo dibennet
Gand ar Gall esgumuniget ;
Dibennet, flour, penn-melen-mell
Da beurgompeza ar skudel !
Hag hen da oela, ken a ieaz
He zaerou beteg he varv glaz,
Ken a lugerne evel gliz
War vieun lili, pa strink ann deiz.
Ann otrou, pa’n deuz her gwelet
Toui ru spontuz en deuz gret.
— Me hen toue penn ar gwez-man,
Hag ar zaez a flemmaz anean,
Kent ma gwalc’hinn goad va dorn deo,
Am bo gwalc’het gouli ar vro !
Ann Nrumenoiou en deuz gret
Pez na reaz bis tiern e-bed :
Mont gand sier war ann ochou,
Evit dastumi meinigou,
Meinigou da gas da ginnik
Da verer ar roue moalik.
Ann Neumenoiou en deuz gret,
Pez na reaz bis tiern e-bed :
Houarna he varc’h gand arc’hant fin,
Hogen he houarna gin-oc’h-gin.
Ann Neumenoiou en deuz gret
Pez na rai biken tiern e-bed :
Monet da bea ar c’hinnig,
Evit-han da voud pendevik.
— Digoret frank persier Roazon,
Ma ’z inn tre er ger war-con.
Ann Neumenoiou zo aman,
Kirri leunn a arc’hant gant-han.
— Diskennet, otrou, deut enn ti,
Ha list ho kirri er c’hardi.
Ha list ho marc’h gwenn gand ar flec’h.
Ha deut-hu da goania d’ann nec’h.
Deut da goania, ’kent, da walc’hi :
Korna ’reer ann dour ; kievet-hui ?
— Gwalc’hi rinn, otrou, bremaik,
Pa vezo poezet ar c’hinnig.
Kenta sac’h a oe digaset,
Hag hea er c’hiz mad liammet,
Kenta sac’h a oe digaset,
Ar poez enn han a oe kavet.
Eilved sac’h a oe digaset,
Rompez ive a oe kavet,
Tride sac’h oe poezet : — Hola !
Hola ! hola ! fallout a ra !
Ar merer evel m’her gwelaz,
He zorn war ar zac’h astennaz ;
El liammou a grogaz krenn,
O klask ann tu d’ho dieren.
— Gortoz, gortoz, otrou meror ;
Va c’hleze ho droc’ho e-berr ! —
Oa ked he gomz peurlavaret,
Pa oa he gleze diwennet.
Ha gand penn ar Gall daoubleget
Rez he ziou-skoa skoi en deuz gret.
Ken’ droc’liaz kik hag elfeien
Ha sug eur skudel c’hoaz oc’hpenn.
Ha kouezet er skudel ar penn,
Hag hi kompez mad evelhenn.
Hogen sellet-hu trouz er ger :
— Arz al lazer ! arz al lazer !
Ma kuit ! ma kuit ! kesct goulou ;
Deomp timad da heul he roudou !
— Keset gonlou ; mad a refet ;
Du ann noz hag ann hent skornet,
Nemet ma usfec’h ho poutou,
’M euz aon, o tont war va roudou,
Ho poutou ler glaz alaouret ;
Ho skudili na uzot ket,
Ho skudili aour gwech e-bet,
O poeza mein ar Vretoned.
— Argad ! —